Maskaregnez
Neuz
Ar Maskaragnez (galleg : Les Mascareignes ; saozneg : Mascarene Islands) zo un enezeg e Meurvor Indez, a-vaez da aod reterel Madagaskar.
Teir enezenn bennañ a ya d'ober an enezeg : ar Reünion, Moris ha Rodrigez. Dont a ra an anv diwar hini Pedro Mascarenhas, ur merdeer eus Portugal a veajas dre eno e penn kentañ ar XVIvet kantved.
An inizi
- Ar Reünion, a zo un departamant tramor e dalc'h Frañs.
- Moris (Mauritius), a zo ur stad dizalc'h.
- Rodrigez (Rodrigues), a zo un enezenn digenvez 650 km er reter da Voris; un enezenn damemren stag ouzh Republik Moris eo.
- Cargados Carajos (Kerreg Sant Brandon), a zo meret gant Moris.