Mont d’an endalc’had

Main

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Ar Main en Alamagn

Ar Main zo ur stêr vras eus Alamagn, un adstêr d’ar Roen. Eienañ a ra e hanternoz Bavaria, nepell diouzh harzoù ar Republik Tchek. E Wiesbaden e vesk he dourioù gant re ar Roen. Tremen a ra ar stêr Main dre gêrioù Würzburg, Frankfurt, Bayreuth, Kulmbach, Bamberg.

Bageal a c'haller war ar Main a-hed 396 km. Drezañ ha dre ur ganol, ar ganol Roen-Main-Danav, e c'haller mont eus ar Roen d'an Danav.

Istor

Ar Main a oa anavezet gant ar Romaned dindan an anv Moenus. E andon a oa er menezioù Sudeti, e Germania Magna, hag en em deurel a rae er Roen e-kichen kêr Moguntiacum