Mont d’an endalc’had

Inizi Tchagos

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Pelec'h emañ Inizi Tchagos.
Kouraleg vrasañ ar bed a vez kavet en Inizi Tchagos.

Inizi Tchagos pe Inizi Chagos (saozneg: Chagos Archipelago: LFE [ˈtʃɑːɡoʊs] pe [ˈtʃɑːɡəs]; Foalhavahi e dhivehieg, Phehandweep फेहंद्वीप e hindieg hag e yezhoù all Norzh India, Paeikaana Theevukal பேகான தீவுகள் e tamileg) a zo un enezeg perc'hennet gant ar Rouantelezh-Unanet, hag a ya d'ober, ent-politikel, Tiriad Meurvor Indez Breizh-Veur. Emaint er su da Inizi Maldivez, ur 500 km ac'haleshont, e Meurvor Indez. Seizh atoll a zo gant un tri-ugent enezenn bennak, hag ur bern kerreg kouralek all.

Anv

Dont a ra an anv Tchagos (distagadur saoznek an "ch") eus an anv portugalek Bassas de Chagas[1].

Istor

Kemeret e oa bet an inizi gant Breizh-Veur goude trec'het Napoleone Buonaparte. Er bloavezhioù 1960 e oa krog da sevel tachenn kirri-nij Diego Garcia evit he feurmiñ d'ar Stadoù-Unanet: evel-se eo o deus gallet mont aesoc'h da vombeziñ Afganistan hag Iran, a zo 4 000 km alese. Evel-just eo kuzh an dachenn, hag etre 1966 ha 1973 edo listri Bro-Saoz o kas tud Inizi Tchagos da Enez-Voris pe Sechelez ouzhpenn 1 000 km eus o inizi. Laosket int bet war ar c'haeoù hep displegadenn nag esper da zistreiñ biken. Klasket o deus an dud-se adkavout o gwirioù met kollet o deus o frosezioù.

Arc'het eo an enezeg gant Moris (un darn eus an tiriad-se e oa betek dizalc'hidigezh ar vro) hag ivez gant ar Tchagosianed(Daveoù a vank), an dud a oa o chom eno a-raok 1970.

Notennoù ha daveennoù

  1. Track of the Calcutta East Indiaman, over the Bassas de Chagas in the Indian Ocean



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.