Mont d’an endalc’had

Francisco de Zurbarán

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Emboltred diwar zorn Zurbarán en e daolenn San Lucas en éxtasis delante de la crucifixion).

Francisco de Zurbarán (1598–1664) zo ul livour spagnol eus Kantved Aour Spagn, brudet dre e daolennoù relijiel ma tiskouez sent ha sentezed, merzherien, menec'h, leanezed, ha dre e habaskaennoù (Daveoù a vank). Mignon e oa da Diego Velázquez. Lesanvet eo bet Caravaggio Spagn abalamour d'e zoare da implij ar sklêrijenn deñval, pe chiaroscuro, e doare Caravaggio.


E vuhez

Badezet e voe Francisco de Zurbarán d'ar 7 a viz Du 1598 e Fuente de Cantos (Badajoz)[1]. Daou livour meur all eus Kantved Aour Spagn a voe ganet prestik goude : Diego Velázquez (15991660) hag Alonso Cano (16011667).

Da 14 vloaz e voe lakaet Zurbarán da zeskiñ ar vicher a livour e Sevilla, e labourva Pedro Díaz de Villanueva (1564-1654), ma teuas Alonso Cano e 1616. Echu gantañ deskiñ e 1617, ha neuze e timezas gant Maria Páez.

E Llerena (Extremadura) e oa o chom da neuze, hag eno e voe ganet e vugale : Maria, Juan (a voe livour hag a varvas gant ar vosenn e 1649) hag Isabel Paula.

Livadurioù

Pennad kar

Notennoù

  1. Zurbarán, aperçu de sa vie et de son œuvre, Jeannine Baticle, p. 71-87

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.