Mont d’an endalc’had

Chapel

Eus Wikipedia
The printable version is no longer supported and may have rendering errors. Please update your browser bookmarks and please use the default browser print function instead.
Chapel Santez Berc'hed, Ar Yeuc'h, Kerne-Izel
Chapel Itron-Varia ar Sklaerder (Perroz-Gireg)
Chapel Sant-Mikael e Karnag, e Breizh, savet war ur grugell.
Chapel en Aachen, en Alamagn

Ur chapel zo ur seurt iliz vihan, ouzhpenn an iliz-parrez, ma c'haller lavarout an oferenn. E Breizh e kaver kalz chapelioù war ar maez dre ma veze rannet ar parrezioù e trevioù alies.
Darn eus ar chapelioù a gaver er skolioù, en ospitalioù. Gwechall e veze unan e pep kastell.

Gerdarzh

Dont a ra eus ar ger latin capella, diwar cappa, "mantell". Kaoz a vefe, a-hervez, eus mantell Sant Varzhin (316 - 397).

War ar maez

Hiziv eo perc'hennet ar chapelioù gant ar c'humunioù dreist-holl, evel an ilizoù-parrez, en abeg da lezenn 1905 he deus tennet digant an Iliz katolik hec'h holl madoù, evel ar presbitalioù, ar skolioù, ha kement 'zo. A-wechoù ez int perc'hentiezh tud prevez (manerioù, kestell) pe an eskoptioù evit ar savadurioù bet savet goude 1905.

Forzh piv a vefe perc'henn warno ez eo ar person, anvet gant e eskob, an hini eo en deus ar gwir da implij ar chapel pe an iliz-parrez, keit ha ma vez lidet ingal en o diabarzh. Ma ne vez mui a lidoù ingal e c'hell ar prefed goulenn digant an eskob ma vefe disakret.

C'hoarvezout a ra muioc'h mui d'ar chapelioù bezañ implijet evel salioù da werzhañ pezhioù-arz (sant Sebastian Lanniliz), da aozañ sonadegoù (Langristin Plougastell), ha zoken da werzhañ traoù evit an douristed (e bro-Leon emañ evel-se pergen er chapelioù evit an Anaon er c'hlozioù-iliz) pe mirdioù (Sant Jozef Lesneven). Lod anezho, e manerioù pe e skolioù 'zo da skouer, a vez implijet evel salioù-levraouegiñ.

Kalz chapelioù a zo bet serret gant ar skolioù bet stadelaet ha gant ar skolioù katolik dindan gevrat gant ar Stad, pe gwerzhet da dud prevez (Chapel ar Gabusined e Landerne a zo mirdi prevez tiegezh Edouard Leclerc e Landerne).

Lod a vez lakaet e gwerzh gant ar c'humunioù dre ma n'he deus ket mui ezhomm an Iliz anezho ha dre ma koustont ker da zerc'hel e stad vat (ar Galon Sakr e Pont-n-Abad).

A feur ma koazh ar relijion gatolik er vro ez a war vihanaat ar pardonioù a vez lidet er chapelioù war ar maez. A-wechoù ne vez mui a bardon rik met hepmuiken ur gouel laikaet mui-ouzh-mui, evel Pardon Duod. Diaesoc'h-diaesañ eo kavout ur chapel digor war ar maez ha zoken da gavout un alc'hwez en ti tostañ d'he gweladenniñ.

Goude an eil brezel-bed oa bet ganet un emsav kreñv a-walc'h da saveteiñ chapelioù 'zo : Breiz Santel. Abaoe e kendalc'h ar gengevredigezh-se gant he roud daoust d'an diaesterioù. Servijoù an douristelezh a ra stad eus ar chapelioù en o bruderezh rak brudet-kaer eo Breizh evit he chapelioù.

En un iliz

Ur chapel zo ivez ur rann eus an iliz gant un aoter. En ilizoù bras, iliz-kador pe iliz-chabistr, e vez alies meur a chapel, ha meur a aoter evit reiñ tu da beb beleg stag ouzh an iliz da lavarout "e" oferenn hag ivez da seveniñ lidoù disheñvel diouzh ar re a vez graet ouzh an aoter vras (e chapel ar Werc'hez Vari da skouer pe e chapel an Anaon, e-lec'h ma veze dibunet ar servijoù evit ar re varv a-wechoù).

En ur c'hastell

E kestell zo e oa bet savet ur chapel ivez.

Er skolioù kristen

E pep kouent, e pep kloerdi, ez eus ur chapel. Brudet eo hini ar C'hreiskêr, e Kastell-Paol. Er skolioù prevez kristen ne vezont ket implijet kement-se, pa vez anezho c'hoazh.

Kumunioù Breizh

En anv meur a gumun e Breizh e kaver an anv chapel.

E Breizh-Izel
Breizh-Uhel

Capel eo an anv kembraek, a gaver el lec'hanvadurezh.

Kanaouenn

Levrlennadur

  • (cy) Owen, D. Huw Capeli Cymru (Talybont: Y Lolfa, 2005)

Pennadoù kar

Skeudennoù

Chapelioù Breizh

Chapelioù all