Mont d’an endalc’had

Chahrazad

Eus Wikipedia
Stumm eus an 30 Mae 2010 da 10:03 gant Thijs!bot (kaozeal | degasadennoù) (Robot tennet: cs:Shahrazad kemmet: pt:Xerazade)
Mil nozvezh hag unan
En ur geñver

Ar gonterez an hini eo e-barzh Levr ar mil nozvezh hag unan. Rouanez ha pried ar roue Chahryar eo Chahrazad (perseg: شهرزاد Šahrzād; LFE: [ʃəˌherəˈzɑːd, -ˈzɑːdə]).

Restr:1001-nights.jpg
Ar rouanez Chahrazad o lavarout hec'h istorioù d'he fried ar roue Chahryar.

Atav e vez gevier ha troioù en danevelloù hag an holl danevelloù zo tro kavet gant Chahrazad ivez.

Doganet e voe ar c'halif ha neuze e voe disfiz ha fulor ennañ a-enep an holl vaouezed. Touiñ a reas dimeziñ bemdez gant unan nevez ha houmañ lazhet an deiz war-lerc'h.

Evit ma echuas roll ar re varv e kinnigas Chahrazad bezañ pried ar c'halif. Ha tro enni e krogas da zibunañ un istor ha na voe ket echuet da veure. Reiñ a reas ar c'halif un nozvezh d'e bried ha nozvezhioù all evit gouzout fin un istor ha na echuas morse. Padout a reas an afer tri bloavezh, tri bugel a c'hanas Chahrazad. Keit ha ma troas kein ar c'halif d'e lavar: delc'her a reas Chahrazad gant he buhez. Red an oberenn

Frammet eo an danevelloù gant istor Chahrazad rak ur mell strollad istorioù kemmesk eo ar mil nozvezh hag unan gant kontadennoù empret an eil e-barzh eben. D'ar c'halif e lavar e vaouez istorioù, gant tudoù enno hag a zanevell un istor, o hini a-wezhioù ha fabloù ennañ.