Mont d’an endalc’had

Landelin

Eus Wikipedia
Stumm eus an 12 C'hwe 2024 da 12:07 gant Dishual (kaozeal | degasadennoù)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Landelin
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanLandelin Kemmañ
Deiziad ganedigezh620s Kemmañ
Lec'h ganedigezhVaulx-Vraucourt Kemmañ
Deiziad ar marv15 Mez 686 Kemmañ
Lec'h ar marvCrespin Abbey Kemmañ
Micherreligious figure Kemmañ
Kargabad Kemmañ
Urzh relijielurzh Sant Benead Kemmañ
Stad ar c'hanonizasionsant Kemmañ
Gouel15 Mezheven Kemmañ

Landelin pe Landelinus (war-dro 613-686) a oa ul laer eus kostezioù Bapaume (hiriv e hanternoz Bro-C'hall, e Pas-de-Calais), aet da benedour ha da sant, hag a savas abatioù Lobbes, Aulne, Wallers-en-Fagne, ha Crespin.

Landelin, en Abati Aulne

Franked a renk uhel e oa e dud. Badezet e voe da zek vloaz, hag Aubert Cambrai, ha ne oa ket eskob c'hoazh, e oa e baeron; savet e voe er relijion gristen betek e grennoad. Daoust da se ez eas da breizhata e-pad meur a vloaz, hag anvet e veze Maurosus neuze.

Distreiñ a reas d'ar feiz kristen avat, ha mont da heul e baeron. Kaset e voe gant Sant Aubert da lez roue ar Franked.

« Landelin est moins un pèlerin ordinaire qu'un chargé de mission envoyé par Aubert et la cour franque, voyant dans l'organisation monastique un puissant moyen d'ordre social. Il est probable que le Saint-Siège lui donna des directives visant à créer dans notre région un certain nombre de monastères (…). L'œuvre de Landelin sera prolongée par des membres de l'aristocratie, ainsi sainte Waudru et sainte Aldegonde et d'autres couvents seront créés, Maubeuge, Hautmont, Maroilles. L'implantation des abbayes n'était pas le fait du hasard. Même au VIIe siècle, on ne fondait pas une abbaye n'importe où ; il fallait l'assentiment du spirituel et du temporel, assentiment pour le choix du lieu s'entend puisque les fondations étaient souhaitées par les seigneurs[1].

Heñvelanvet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arabat kemmeskañ e anv ha hini Landelinus van Ettenheimmünster, ur manac'h iwerzhonat, eus ar VIvet kantved ivez, ac'h eas da Elzas, a dreuzas ar Roen hag a vevas evel penedour e tolead Freiburg im Breisgau ma voe anvet da sant. Enoret eo hiriv en abati Ettenheim[2].

Ur bier Saint Landelin zo aozet e Douai er Brasserie de Gayant.

  1. Claude Demoulin, Aulne et son domaine, Landelies, 1980, p. 25.
  2. Lieux mythiques dans le Haut-Rhin [1].