Mont d’an endalc’had

Llysfaen

Eus Wikipedia
Stumm eus an 6 Meu 2022 da 11:59 gant VIGNERON (kaozeal | degasadennoù) (top: ortho, replaced: .<ref>{{cite web| url=http://www.ons.gov.uk/ons/rel/census/2011-census/key-statistics-for-unitary-authorities-in-wales/stb-2011-census-key-statistics-for-wales.html| title=''Statistical bulletin: 2 using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
Tiez e Llysfaen.

Llysfaen zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh en arvor hanternoz Kembre, e Sir Conwy. Emañ hanter-hent etre Abergele er reter ha Bae Colwyn er gornaoueg. Er gumuniezh emañ Hen Golwyn, Llanddulas, Dolwen ha Betws-yn-Rhos. Er reter emañ Mynydd Marian.

Iliz Sant Cynfran, Llysfaen.

Hiziv emañ Llysfaen e Sir Conwy, met betek 1923 e oa un ezklozadur eus Sir Gaernarfon ha kelc'hiet e oa penn-da-benn gant Sir Ddinbych. E kontelezh Clwyd e voe eus 1974 betek 1996. Er Grennamzer e oa e kantrev Rhos. Eus ar Grennamzer eo an iliz, a zo gouestlet da sant Cynfran. Hervez ar richenn e vije bet savet gant ar sant e 777. Eus 1377 eo ar savadur a weler bremañ ha kempennet e voe e 1870. Ur feunteun, Ffynnon Gynfran, zo e-kichen an iliz.

E-pad pell e oa tud Llysfaen o c'hounit o buhez e mengleuzioù maen-raz. Gant bagoù e veze kaset ar raz da Liverpool pe Fleetwood.

E 2011 e oa poblet gant 2 743 a dud, ha 552 anezho (21,1%) a oa kembraegerien[1].

  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.