Mont d’an endalc’had

Agnes Poatev (impalaerez)

Eus Wikipedia
Stumm eus an 7 Du 2019 da 06:54 gant Holder (kaozeal | degasadennoù) (corr using AWB)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)
An impalaer Herri III hag e bried Agnes ouzh tron ar Werc'hez Vari, hervez Avieler Speyer, 1046

Agnes Poatev, pe Agnes Akitania pe an impalaerez Agnes (war-dro 1025 – 14 a viz Kerzu 1077) a oa impalaerez santel roman, o ren en Impalaeriezh Santel Roman german eus 1056 da 1062.

Merc'h e oa da Gwilherm V Akitania, kont Poatev ha dug Akitania, ha da Agnes Bourgogn, dugez Akitania. C'hoar e oa da Gwilherm VI Akitania,

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Agnes a oa dimezet da Herri III, impalaer santel roman, d'an 21 a viz Du 1043 en Ingelheim[1] . Eil pried an impalaer e oa-hi, rak dimezet e oa-eñ bet da Gunhilda Danmark, marvet e 1038.
Pemp bugel o doe:

  1. Matilda Swabia , ganet e 1045, marvet e 1060, da 15 vloaz, dimezet da Rudolf von Rheinfelden e 1058.
  2. Judith Swabia, ganet e 1047, dimezet da gentañ d'ar roue Solomon Hungaria, goude d'ar roue Wladislaus I Herman Pologn.
  3. Adelaide (pe Adelheid) Alamagn, ganet e 1048, marvet e 1095, abadez Quedlinburg adalek war-droioù 1062.
  4. Herri IV (impalaer santel roman ), ganet d'an 11 a viz Du 1050.
  5. Conrad, ganet e 1052, dug Bavaria evel "Conrad II" 1054-1056, marvet e 1056, da 4 bloaz.


Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Sebastian Münster, Cosmographia, 1550, Book III, 333.