Mont d’an endalc’had

Skoazell:Penaos degas kemmoù en ur bajenn

Eus Wikipedia
Stumm eus an 29 Ebr 2013 da 00:28 gant EmausBot (kaozeal | degasadennoù) (Bot: Migrating 3 interwiki links, now provided by Wikidata on d:Q151637)
(diforc'h) ← Stumm kent | Gwelet ar stumm red (diforc'h) | Stumm war-lerc'h → (diforc'h)

N'eo ket graet ar bajenn-mañ evit ober taolioù-esae. Implijit ar poull-traezh evit se.


Koulz lavaret e c'hall an holl kemmañ diouzhtu kement tra a fell dezho en holl bajennoù. N'eo ket dav bezañ krouet ur gont a-raok stagañ ganti zoken.

Setu penaos e vez graet evit kemmañ pajennoù, pazenn ha pazenn :

Pazenn 1 : Pajenn ar c'hemmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit kemmañ ar bajenn emaoc'h o lenn, klikit war al liamm kemmañ, er pempilh zo e laez ar bajenn.

Pempilh 'kemmañ'


Pazenn 2 : Takad skridaozañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-benn neuze e c'hallit degas kemmoù er bajenn rak kavet e vez an destenn a-bezh en takad skridaozañ :

Takad skridaozañ


Displeget eo implij an ostilhoù diret kinniget gant merdeerioù zo a-us ar prenestr er pennad Wikipedia:Barrenn ostilhoù skridaozañ

Gallout a rit skrivañ, diverkañ ha reizhañ an destenn zo en takad-mañ. Dispartiet eo pep rannbennad dre ul linenn c'houllo. Moarvat e vo kavet e testenn ar pennad arouezennoù dibar evel '', ''', [[, ]]. Servijout a ra evit sevel ereadur Wikipedia; na rit ket biloù gant an dra-se evit poent.

Pazenn 3 : Rakwelet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

P'ho pez c'hoant e c'hallit rakwelet tres ar c'hemmoù degaset ganeoc'h hep enrollañ anezho : Evit se, implijit ar bouton Rakwelet a gaver dindan an takad skridaozañ.

Bouton rakwelet


Dont a ra ar pennad war wel er stumm rakwelet (e traoñ tout ar bajenn emañ an takad skridaozañ) :

rakwelet


Gallout a rit kenderc'hel da zegas kemmoù hag adimplijout ar rakwelet betek ma plijo an disoc'h ouzhoc'h.

Pazenn 4 : Enrollañ ha diverrañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok enrollañ, merkit e berr gomzoù peseurt doare kemmoù zo bet degaset ganeoc'h er vaezienn Diverrañ a gaver a-is d'an takad skridaozañ. A-benn ar fin, klikit war ar bouton Enrollañ.

Bouton Enrollañ ha maezienn skridaozañ Diverrañ


Setu, o paouez kemer perzh e Wikipedia emaoc'h.

Pazenn 4bis : Dilezel ar c'hemmoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit dilezel a-greiz pep kreiz ar c'hemmoù degaset ganeoc'h, klikit war al liamm Nullañ zo e-kichen ar boutonoù Enrollañ, Rakwelet, ha kement zo.

  • Savet eo bet ar bajenn Poull-traezh evit ma c'hallfe an dud pleustriñ didrabas.
  • Pajennaozet e vez an destenn (titloù, listennoù, liammoù, doareoù fontoù, hag all) dre implijout arouezennoù dibar : ereadur Wikipedia eo.
  • Ma'z eo bet kemmet ar bajenn e oac'h dres o kemmañ gant implijerien all war an hevelep tro ha c'hwi et teuio ur gemennadenn war wel pa fello deoc'h enrollañ ho kemmoù. Heuilhit ar pezh a vo merket a-benn lakaat an div destenn nevez da genglotañ. Un tabut stummoù a vez graet eus se.
  • Marteze e welot, e pajennoù zo, al liamm gwelet an tarzh e-lec'h kemmañ. Gwarezet eo bet ar pajennoù-se evit abegoù a bep seurt.
  • Mar fell deoc'h distreiñ d'un doare koshoc'h eus ur pennad, heulhit al liamm istor er pempilh, sellit ouzh deiziad ar stumm hoc'h eus c'hoant da adlakaat, klikit war kemmañ ha war enrollañ.
| Degemer mat | Kemer perzh | Kaozeal | Pajennoù da heuliañ | Reolennoù | Wikipedourien | Pajennoù meta
Ereadur Wikipedia | Arouezennoù dibar | Tiredoù | Livioù | Taolennoù


Liamm eoret | Liammoù diavaez | | Kammedoù kentañ | Liammoù etreyezhoù | Ouzhpennañ boued | Patromoù pajennoù
Danvez frank a wirioù | Formulennoù TeX | Wikiraktresoù | Patromoù | Roll ar patromoù dinamek