Mont d’an endalc’had

Sindikad

Eus Wikipedia
Stumm eus an 13 Kzu 2011 da 09:10 gant JAnDbot (kaozeal | degasadennoù) (r2.5.2) (Robot tennet: es:Sindicato)

Ur sindikad micherour zo kevredigezh ur c’houch tud ha prevez, ha dizalc’h e-keñver ar Stad (met anavezet ganti) ha renet gant un teskad lezennoù. Sellet a ra diouzh uniadoù micherourien, gopridi peurgetket, a zo o fal difenn madoù o izili (gonidegezhioù, stad an implijañ hag al labour, darempredoù gant o c’heñvererien...).

Ouzhpenn ar pal armerzhel-mañ ez eus alïes un ober politikel ma vez klasket gantañ kemm ensavadurioù, lezennoù ha frammoù armerzhel ha politikel hag a zo anezhe bar vro, ha distrujañ anezhe zokennoc’h evit sindikadoù ‘zo.