Mont d’an endalc’had

Morlu : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
SieBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: sh:Mornarica
D Robot ouzhpennet: sv:Örlogsflotta
Linenn 66: Linenn 66:
[[sr:Ратна морнарица]]
[[sr:Ратна морнарица]]
[[su:Angkatan Laut]]
[[su:Angkatan Laut]]
[[sv:Örlogsflotta]]
[[ta:கடற்படை]]
[[ta:கடற்படை]]
[[th:กองทัพเรือ]]
[[th:กองทัพเรือ]]

Stumm eus an 30 Du 2009 da 13:18

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
An nerzh kenstrollet etrebroadel Unan Pemp Mann (CTF-150)
Restr:British Grand Fleet 2.jpg
Ar flodad bras breizhveuriek, an nerzh milourel war vor pennañ e mare ar Brezel Bed kentañ
An emgav eus ar rouesañ etre floadadoù 5 riez e-korf Oberatadenn Enduring Freedom e kreiz Mor Oman. ITS Maestrale (F 570), De Grasse (D 612); USS John C. Stennis (CVN 74), Charles De Gaulle (R 91), Surcouf (F 711); USS Port Royal (CG-73), HMS Ocean (L 12), USS John F. Kennedy (CV 67), HNLMS Van Amstel (F 831) ha ITS Luigi Durand de la Penne (D 560).


Ur morlu a zo lodenn nerzhioù milourel ur riez lakaet prest da gas en-dro emgannoù diwar listri brezel pe girri dour ha douar war lennoù bras, morioù ha meurvorioù. War listri-spluj ha nijerezhioù lestret e c'hell bezañ graet an oberatadennoù brezel ma 'z eus ezhomm.
Goude m'en deus bet ar morluioù harpet gant diorren ar c'hehenterezhioù hag hini ar c'hanolioù hag ar missilioù e ya o roll muioc'h troet ouzh ar mont pell e berr amzer eget rolloù an difenn hag an alouberezh a zo bet o lod kantvedoù-pad. D'ar morluioù eo gwareziñ an hentoù-mor ha bezañ gouest tagañ porzhioù ha savadururioù war an aod hiziv. Troet eo roll ar morluioù herzel ar morluioù enebour ouzh kas o nerzhioù da bell. Chañchet eo bet roll morluioù ar 5 riezoù nukleel pennañ p'o deus gallet sevel un nerzh dibennadiñ e-keñver ar riezoù bihannoc'h o nerzhioù milourel.

Istor

HMS Victory, al lestr brezel war implij koshañ er bed.

Goude m'eo bet ijinet implij ar bagoù evit ober brezel e oe klasket kreskiñ tiz ha leizh al listri brezel gant nerzh ar roeñvoù, ar re-se embreget gant roeñverien azezet war dostoù anvet ar galeoù. E Henc'hres e veze listri divroeñvegek ha lestr teirroeñvegek a c'helle lestrañ milourien war droad prest da dagañ al listri enebour goude ma oa bet toullet o c'houc'h gant beg ar staoñ. Fardet o deus ar Romaned galeoù brasoc'h gant tostoù war beder ha war bemp rez ivez, ar galeoù pederroeñvegek ha pemproeñvegek. Ar galeoù hag a veze kaset dre nerzh an avel ivez evit diskuizañ ar roeñverien a zo bet implijet evit ar brezel betek divezh ar Grennamzer hag un tammig pelloc'h war ar Mor Kreizdouarel. Pa oe posubl lestret meur a ganol aes da leuniañ buan e tiorroas ar morluioù milourel dre lien hag ez eas da get ar galeoù milourel. Listri fresk e oa ar galeoù ken ne c'hellent ket merdeeiñ war ar meurvorioù nag e-pad ar goañv kennebeut.

Da vezañ kendalc'het