Kabinda : diforc'h etre ar stummoù
D Robot kemmet: da:Cabinda (provins) |
D Robot ouzhpennet: eo:Kabindo |
||
Linenn 23: | Linenn 23: | ||
[[de:Cabinda]] |
[[de:Cabinda]] |
||
[[en:Cabinda Province]] |
[[en:Cabinda Province]] |
||
[[eo:Kabindo]] |
|||
[[es:Cabinda]] |
[[es:Cabinda]] |
||
[[fi:Cabinda]] |
[[fi:Cabinda]] |
Stumm eus an 17 C'hwe 2009 da 14:50
Kabinda (portugaleg: Cabinda, gwezhall "Kongo portugalek"; Congo Português) zo unan eus proviñsoù Angola, distag diouzh ar peurrest eus ar vro-se hag enklozet etre Republik Kongo en norzh, Republik Demokratel Kongo er su hag er reter hag ar Meurvor Atlantel er c’hornôg. En em astenn a ra war 7 283 km² ha war-dro 300 000 a dud zo o chom enni. Tsiowa (anvet ivez Tchiowa pe Kabinda) eo ar gêr-benn.
Unan eus trevadennoù Portugal e voe Kabinda e-pad meur a gantved. Er bloavezhioù 1960 e krogas ar stourm evit dizalc’hiezh ar vro. Gant ul luskad anvet Talbenn evit Dizalc'hiezh Enklozadur Kabinda (FLEC), a stourme ouzh arme Portugal, e voe disklêriet dizalc’hiezh ar vro d’ar 1añ a viz Eost 1975. Luiz Branque Franque a voe dilennet da brezidant Republik Kabinda.
E miz Du 1975 e voe embannet dizalc’hiezh Angola, hag un tammig goude-se, d’ar 4 a viz Genver 1976 e voe aloubet Kabinda gant nerzhioù Luskad ar bobl evit dieubidigezh Angola (MPLA), skoazellet gant soudarded eus Kuba. Rankout a reas ar FLEC mont da guzh er c’hoadoù hag eno e kendalc’has gant e stourm evit disrannañ Kabinda diouzh Angola. Bec'h zo er vro, abalamour ma'z eus tireoul enni. War-dro un drederenn eus tud Kabinda zo repuet e Republik Demokratel Kongo.
An darn vrasañ eus tud Kabinda a gomz kongoeg. Anaoudegezh o devez alies eus ar portugaleg, yezh an drevadennerien, hag a-wechoù eus ar galleg, yezh ofisiel ar stadoù amezek.