Mont d’an endalc’had

Zeeland : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: so:Zeeland
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: sq:Zelanda (Holandë)
Linenn 110: Linenn 110:
[[sk:Zéland (Holandsko)]]
[[sk:Zéland (Holandsko)]]
[[so:Zeeland]]
[[so:Zeeland]]
[[sq:Zelanda (Holandë)]]
[[sr:Зеланд]]
[[sr:Зеланд]]
[[sv:Zeeland]]
[[sv:Zeeland]]

Stumm eus an 23 Kzu 2012 da 08:09


Zuid-HollandNoord-HollandFrizGroningenDrentheFlevolandOverijsselGelderlandUtrechtLimburgNoord-BrabantZeeland

Zeeland (pe Zeland a-wechoù e brezhoneg, da lavarout eo bro ar mor) zo unan eus 12 proviñs a ya d'ober an Izelvroioù, e mervent ar vro, stok ouzh Belgia.

Douaroù hag inizi

Ur vro inizi ha ledenezi eo ha sed o anvioù:

Met ul lodenn all a zo, ha n'eo ket nag un enezenn nag ul ledenez, anvet Zeeuws Vlaanderen, Flandrez zelandat. Betek 2003 n'halled ket mont di dre zouar eus an Izelvroioù all hep tremen dre Velgia. Abaoe ez eus un hent dindan vor adalek Terneuzen betek Borsele, da stagañ ar broviñs ouzh ar peurrest eus ar vro.

Tud ha kêrioù

Middelburg eo kêrbenn ar broviñs. Vlissingen ha Terneuzen zo porzhioù. Ar c'hêrioù bras all eo Hulst, Goes ha Zierikzee. 380 000 a dud zo er broviñs.

Rannyezhoù

En darn vrasañ eus ar broviñs e komzer rannyezhoù zelandek hag en Hulst e komzer ur rannyezh flandrezek. Da goll ez a ar rannyezhoù er c'hêrioù bras e-touez ar re yaouank met 60 % eus an dud a ra ganto c'hoazh.

Stourm ouzh ar mor

Labourioù bras zo bet da stagañ ar peder enezenn hag al ledenez vrasañ kenetrezo ha da ziwall an douaroù diouzh ar mor, hag int douaroù izeloc'h eget ar mor alies.

Kumunioù Zeeland

Restr:RMSDeltaSouth.jpg
Zeeland hag aber ar Scheldt gwelet eus an oabl

Sed ur roll eus ar c'humunioù, gant un niverenn a glot gant niverenn ar gartenn:

Pennadoù kar

Meskaj a vez a-wechoù gant doareoù-skrivañ disheñvel

  • Diwar anv proviñs izelvroat Zeeland eo e teu anv Zeland-Nevez.
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.