Zeeland : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.3) (Robot ouzhpennet: ka:ზელანდიის პროვინცია |
D r2.7.2+) (Robot ouzhpennet: so:Zeeland |
||
Linenn 109: | Linenn 109: | ||
[[simple:Zeeland (province)]] |
[[simple:Zeeland (province)]] |
||
[[sk:Zéland (Holandsko)]] |
[[sk:Zéland (Holandsko)]] |
||
[[so:Zeeland]] |
|||
[[sr:Зеланд]] |
[[sr:Зеланд]] |
||
[[sv:Zeeland]] |
[[sv:Zeeland]] |
Stumm eus an 17 Her 2012 da 07:06
- Gant ar ger Zeeland e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Zeeland (disheñvelout).
Zeeland (pe Zeland a-wechoù e brezhoneg, da lavarout eo bro ar mor) zo unan eus 12 proviñs a ya d'ober an Izelvroioù, e mervent ar vro, stok ouzh Belgia.
Douaroù hag inizi
Ur vro inizi ha ledenezi eo ha sed o anvioù:
- inizi:
- ledenezi:
- Zuid-Beveland
- Walcheren
- Tholen
- Sint-Philipsland
Met ul lodenn all a zo, ha n'eo ket nag un enezenn nag ul ledenez, anvet Zeeuws Vlaanderen, Flandrez zelandat. Betek 2003 n'halled ket mont di dre zouar eus an Izelvroioù all hep tremen dre Velgia. Abaoe ez eus un hent dindan vor adalek Terneuzen betek Borsele, da stagañ ar broviñs ouzh ar peurrest eus ar vro.
Tud ha kêrioù
Middelburg eo kêrbenn ar broviñs. Vlissingen ha Terneuzen zo porzhioù. Ar c'hêrioù bras all eo Hulst, Goes ha Zierikzee. 380 000 a dud zo er broviñs.
Rannyezhoù
En darn vrasañ eus ar broviñs e komzer rannyezhoù zelandek hag en Hulst e komzer ur rannyezh flandrezek. Da goll ez a ar rannyezhoù er c'hêrioù bras e-touez ar re yaouank met 60 % eus an dud a ra ganto c'hoazh.
Stourm ouzh ar mor
Labourioù bras zo bet da stagañ ar peder enezenn hag al ledenez vrasañ kenetrezo ha da ziwall an douaroù diouzh ar mor, hag int douaroù izeloc'h eget ar mor alies.
Kumunioù Zeeland
Sed ur roll eus ar c'humunioù, gant un niverenn a glot gant niverenn ar gartenn:
- Borsele
- Goes [1]
- Hulst
- Kapelle [2]
- Middelburg [3]
- Noord-Beveland [4]
- Reimerswaal [5]
- Schouwen-Duiveland [6]
- Sluis
- Terneuzen
- Tholen
- Veere [7]
- Vlissingen [8]
Pennadoù kar
Meskaj a vez a-wechoù gant doareoù-skrivañ disheñvel
- Diwar anv proviñs izelvroat Zeeland eo e teu anv Zeland-Nevez.
|
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |