Wikeriadur:Donemat er Wikeriadur
Ur raktres a-stroll evit sevel ur geriadur liesyezhek dieub (digor, digoust ha frank a wirioù) e pep yezh, gant termenadurioù, etimologiezhioù ha distagadurioù er muiañ a yezhoù posupl eo ar wikeriadur. Wikeriadur eo ar rann c'heriadurel a glot gant an danvez holloueziadurel a gaver e raktres Wikipedia, ar raktres deskadurezh digor. Krog omp abaoe 2005 hag ez eus evit poent 52 287 (+) a bennadoù er wikeriadur brezhonek. Forzh piv a c'hell enrollañ-embann forzh petore termenadur. Lakaat e anv a zo diret. Evit titouroù a-ziwar implij ha kemer perzh er Wikeriadur, sellit ouzh ar skoazell. Danvez ar Wikeriadur a zo dindan an aotre-arver foran digor GNU (s.o. poellad digor), ar pezh a dalvez ez eo digor ha frank a wirioù hag e mod-se eo tonket da chom da viken. Er Wikeriadur ez eo arabat degas testennoù miret o gwirioù aozer, termenadurioù tennet eus geriadurioù boutin hag all.