Sankenn Sant-Nazer
Sankenn Sant-Nazer[1], pe enserradenn Sant-Nazer[2], pe Chakod Sant-Nazer[3], a oa un dachenn bet dalc'het gant armeoù Alamagn betek diwezh an Eil Brezel-bed, en-dro da gêr Sant-Nazer. Dalc'het e oa bet gant an Alamaned evit gallout mirout an diazlec'h listri-spluj. Da un eur goude merenn d'an 8 a viz Mae 1945, e ti Francis Moisan e Les Sables e Kordevez, e oa bet sinet kodianañ an Alamaned a oa o terc'hel Sankenn Sant-Nazer. En em rentañ a rejont e Bolvronn d'an 11 a viz Mae.
Post
kemmañ- Derc'hel a reas ar post gall da labourat er sankenn.