Sancho VI
Sancho VI ar Fur (1133? - 1194) a oa roue Pamplona (1150-1194) a-raok kemmañ e didl en roue Navarra. Mab e oa da García Ramírez de Navarra ha d'e bried kentañ Margarita de l'Aigle.
Bec'h en doe gant ar rouantelezhioù amezek, Kastilha hag Aragón.
E ren
kemmañE Gouhere 1191 en em gavas rouaned Navarra hag Aragon en Tarazona a-benn ar fin evit kadarnaat o mignoniezh. Met klask a reas chom hep enebiñ ouzh roue kastilha, ha ne gemeras ket perzh e Kevre Huesca (savet gant Alfonso II Aragon, Alfonso IX León ha Sancho Iañ Portugal) a-enep Alfonso VIII Kastilha.
Mervel a reas Sancho VI e Mezheven 1194, ha beziet en iliz-veur Pamplona.
Dimeziñ ha bugale
kemmañE Mezheven 1157 e timezas e Carrión de los Condes (Proviñs Palencia) gant Sancha Kastilha ha Barcelona, merc'h d'ar roue Alfonso VII León ha Kastilha ha d'e bried kentañ, Berenguela Barcelona. C'hwec'h bugel o doe:
- Berenguela (war-dro 1165-1230), dimezet e 1191 da Richarzh Iañ (Bro-Saoz), roue Bro-Saoz.
- Sancho VII (1170-1234), roue Navarra (1194-1234).
- Blanca (1177-1229), dimezet da Teobald III Champagn, mamm d'ar roue Teobald Iañ Navarra.
- Fernando (? – 1207)
- Teresa ha Constanza, marvet en-yaouank
Levrlennadur
kemmañ- Martín Duque, Ángel J. "Sancho VI el Sabio y el Fuero de Vitoria", Príncipe de Viana, Año 63, nº 227, 2002.
- Álvarez Palenzuela, Vicente Ángel, "Historia general de España y América" (tomo IV), y otros. Rialp, 1984.