Rideoz houarn
Rideoz houarn (Iron Curtain e saozneg, Eiserner Vorhang en alamaneg) eo an anv roet d'ar vevenn a zispartie Europa e div lodenn e-pad ar Brezel Yen (1946/1947-1991), etre bed ar gomunisted ha bed ar c'hornôg.
Gant Joseph Goebbels e oa deuet an droienn evit ar wezh kentañ, e kelaouenn diabarzh an nazied, Das Reich, d'an 23 C'hwevrer 1945 pa oa un « Eiserner Vorhang » o kouezhañ war ar stadoù dindan al lu Ruz. Gant Winston Churchill e voe brudet dreist-holl, d'ar 5 Meurzh 1946 e prezegenn Fulton.
Tu ar Reter d'ar rideoz e oa kavet ar Stadoù a oa liammet pe suj d'an URSS, eus an tu all e oa ar Stadoù a-du gant Stadoù-Unanet Amerika. Savet e oa bet bloc'hadoù gant pep tu o kaout liammoù ekonomikel ha milourel strizh etre an izili:
- Bloc'had ar Reter : izili Kuzul ar C'henskoazell Armerzhel (COMECON) hag eus Pakt Varsovia. E-penn ar bloc'had e oa an URSS.
- Bloc'had ar C'hornôg : izili an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel (AFNA) gant Stadoù-Unanet Amerika e-penn ar bloc'had.
Ar Rideoz houarn gwir a oa savet gant difennoù harzoù etre broioù Europa Kreiz. Al lodenn brudetañ d'ar Rideoz houarn a oa Moger Berlin gant ar Checkpoint Charlie.