Priz Turing
Ar Priz Turing, ACM A. M. Turing Award e anv saoznek, zo ur priz a vez deroet bep bloaz abaoe 1966 gant an Association for Computing Machinery (ACM) d'un den a zo bet diuzet goude degasadennoù pouezus ha padus war dachenn galvezadel ar stlenneg.
En enor d'ar matematikour ha stlennegour breizhveuriat Alan M. Turing (1912-1954) e voe aozet ar Priz Turing ; "Priz Nobel ar stlenneg" a vez graet anezhañ a-wechoù[1].
Ne oa ket arc'hant gant ar Priz adalek 1966 betek 2006 ; adalek 2007 e voe roet 250 000 dollar gant an embregerezhioù Intel ha Google ; abaoe 2014 e vez roet 1 milion azollaroù, gant Google hepken[2].
Loreidi
kemmañ- Etre 1966 ha 2022, 76 den zo bet enoret gant ar Priz Turing, en o zouez 73 gwaz ha 3 maouez ; e 2006 e voe roet ar Priz d'ar vaouez kentañ, e 2008 hag e 2012 d'an div vaouez all.
Eus Geriadur ar stlenneg Guy Étienne (1995) ez eo tennet termenoù kalvezel ar pennad-mañ.[3] | ||||
Bloaz | Anv | Bro | Abeg | Ensavadur |
---|---|---|---|---|
1966 | Alan Perlis | E levezon war ar gouleviñ urzhiataerioù hag ar sevel kempunerioù. | Carnegie Mellon University, Pittsburgh, PA | |
1967 | Maurice Wilkes | Farder an Electronic Delay Storage Automatic Calculator (EDSAC) e 1949, an eil urzhiataer gant ur goulev e-barzh. Kenaozer ul levr diwar-benn an aozañ goulevioù evit urzhiataerioù niverel elektronek, The Preparation of Programs for an Electronic Digital Computer 1951, ma voe displeget ar gouleviaouegoù[4]. | University of Cambridge, Cambridge, R-U | |
1968 | Richard Hamming | E labour war an hentennoù niverel, an enbonegañ emgefreek, ar bonegoù kavout ha reizhañ ar fazioù. | Bell Labs, Murray Hill, NJ | |
1969 | Marvin Minsky | Bezañ bet kalon an enklaskoù evit krouiñ, stummañ, kas war-raok ha gwellaat tachenn an naouegezh alvezel. | Massachusetts Institute of Technology (MIT), Cambridge, MA | |
1970 | James H. Wilkinson | E enklaskoù war dachennoù an dezrann niverel e-sell da aesaat implij an urzhiataerioù niverel herrek, an aljebr a-linenn hag an dezrann fazioù en un algoritm goude endevout bet un disoc'h peuzreizh. | National Physical Laboratory, Teddington, R-U | |
1971 | John McCarthy | E enklaskoù war dachenn an naouegezh alvezel. | Stanford University, Stanford, CA | |
1972 | Edsger W. Dijkstra | Unan eus saverien bennañ ALGOL (ALGOrithmic Language), un Lavar programmiñ a live uhel hag a zo aet da batrom ar sklaerder hag ar reizhder. Unan eus diazezerien skiant an aregoù gouleviñ eo. | Centrum Wiskunde & Informatica, Eindhoven ; University of Texas, Austin, TX | |
1973 | Charles Bachman | E zegasadennoù war dachenn kalvezouriezh ar stlennvonioù | General Electric Research Laboratory, Schenectady, NY | |
1974 | Donald Knuth | E zegasadennoù da zezrann an treolioù ha sevel aregoù gouleviñ. | California Institute of Technology, Stanford, CA | |
1975 | Allen Newell | Degasadennoù war dachennoù an naouegezh alvezel, bredoniezh komprenezon mab-den hag an danzen listennadoù. | RAND Corporation, Santa Monica, CA ; Carnegie Mellon University | |
Herbert A. Simon | ||||
1976 | Michael O. Rabin | Evit o fennad Finite Automata and Their Decision Problem diwar-benn an ardivinkoù nannsavelek : un ardivink savelek a ro un hent hepken goude danzeet ur saviad, unan nannsavelek a ro meur a hent e stumm ur wezenn, pep skourr a ziskouez un hent hag a c'heller heuliañ. | Princeton University, Princeton, NJ | |
Dana Scott | University of Chicago, Chicago, IL | |||
1977 | John Backus | Sevel an areg gouleviñ IBM Mathematical FORmula TRANslating System (FORTRAN) ha dre-se termeniñ argerzhadurioù evit sevel aregoù gouleviñ a live uhel. | IBM, Armonk, NY | |
1978 | Robert W. Floyd | Hentennoù evit sevel meziantoù efedus ha fizius, hag e zegasadennoù da dachennoù diazez ar stlenneg : damkaniezh an dezrann kevreadurel, steroniezh an aregoù gouleviñ, gwiriekadur emgefreek ar goulevioù, kendod emgefreek ar goulevioù ha dezrann an treolioù. | Carnegie Mellon University ; Stanford University | |
1979 | Kenneth E. Iverson | E strivoù war dachenn an aregoù gouleviñ hag an notadur matematikel (an areg APL, A Programming Language), e zegasadennoù d'ar reizhiadoù etreoberiat, d'an implijout APL en deskadurezh, da zamkaniezh ha pleustr an aregoù gouleviñ. | IBM | |
1980 | Tony Hoare | Degasadennoù diazez evit termeniñ hag aozañ aregoù gouleviñ. | Queen's University Belfast, Béal Feirste ; University of Oxford, Oxford | |
1981 | Edgar F. Codd | Degasadennoù diazez evit termeniñ hag aozañ reizhiadoù merañ ar stlennvonioù, ar re zaveaduriek dreist-holl. | IBM | |
1982 | Stephen Cook | Evit endevout hol lakaet da gompren donoc'h ha sklaeroc'h e kemplezhded ar stlenneg. | University of Toronto, Toronto | |
1983 | Ken Thompson | Damkaniezh arreizhiadoù korvoiñ genadel, hag evit endevout lakaet Unix e pleustr. | Bell Labs | |
Dennis Ritchie | ||||
1984 | Niklaus Wirth | Ijinañ meur a areg gouleviñ nevezus : ALGOL W, Euler, Modula, Oberon ha Pascal. | Stanford University ; Universität Zürich, Zürich | |
1985 | Richard M. Karp | Degasadennoù da zamkaniezh an treolioù, en o zouez treolioù evit red ar rouedadoù hag an amzer rekis evit ma'z afe un treol en-dro, ha da zamkaniezh an NP-klok (Nondeterministic Polynomial-time completeness). | University of California]], Berkeley, CA | |
1986 | John Hopcroft | Degasadennoù diazez en aozañ ha dezrann treolioù ha frammoù roadennoù. | Cornell University, Ithaca, NY | |
Robert Tarjan | Stanford University ; Cornell University ; University of California, Berkeley ; Princeton University | |||
1987 | John Cocke | Degasadennoù da aozadur ha damkaniezh ar c'hompunerioù, da adeiladezh reizhiadoù bras ; ijinañ ar RISC (Reduced Instruction Set Computer, "Kewerier e Spletad Ditouroù Krennet"/KSDK). | IBM | |
1988 | Ivan Sutherland | Degasadennoù diazez war dachenn ar stlenngevregañ (computer graphics), dre Sketchpad hag all. | Stanford University ; Harvard University, Cambridge, MA ; University of Utah, Salt Lake City, UT ; California Institute of Technology, Pasadena, CA | |
1989 | William Kahan | Degasadennoù diazez d'an dezrannañ niverel ; unan eus an arbennigourion bennañ war ar stlenneg dre skej tonn. | University of California, Berkeley | |
1990 | Fernando J. Corbató | Unan eus difaosterien tachenn an urzhiataerioù bras ha liesimplij a c'hall labourat en amzer rannet gant loazioù rannadus, CTSS (Compatible Time-Sharing System) ha Multics (MULTiplexed Information and Computing Service). | MIT | |
1991 | Robin Milner | LCF (Logic for Computable Functions), ur benveg da brouiñ delakadennoù en un doare emgefreek dre un urzhiataer ; ML (Meta Language), an areg kentañ ennañ an treren liestumm a-gevret gant ur reizhiad evit merañ nemedennoù ; CCS (Calculus of communicating systems), aljebr ar reizhiadoù kehent. | Stanford University ; University of Edinburgh, Dinedin | |
1992 | Butler Lampson | Degasadennoù en diorren endroioù enno urzhiataerioù dasparzhet, personel, hag ar c'halvezerezh evit o staliañ : hanvaoù labour, rouedadoù stlennegel, reizhiadoù korvoiñ, reizhiadoù gouleviñ, unvezioù gwereañ, surentez ha meziantoù keweriañ testenn. | Palo Alto Research Center, Palo Alto, CA ; Digital Equipment Corporation (DEC), Maynard, MA | |
1993 | Juris Hartmanis | Diazezañ damkaniezh ar c'hemplezerezh er stlenneg : amzer rekis evit jediñ, rannvaez er vemor, ment un amred, an niver a gewerieroù, ar gremm rekis, hag all. | General Electric Research Laboratory | |
Richard E. Stearns | ||||
1994 | Edward Feigenbaum | Difraostañ tachenn an aozañ ha sevel reizhiadoù bras naouegezh alvezel ; prouiñ ez eo kalvezerezh an naouegezh alvezel un dra bouezus koulz diouzh ur savboent pleustrek hag unan kenwerzhel. | Stanford University | |
Raj Reddy | Stanford University ; Carnegie Mellon University | |||
1995 | Manuel Blum | Degasadennoù da zamkaniezh ar c'hemplezerezh er stlenneg, ha d'he arver er rinegouriezh hag e gwiriadur furmel ar goulevioù. | University of California, Berkeley | |
1996 | Amir Pnueli | Labour diazez evit degas ar boelloniezh amzerel e skiant ar stlenneg ; degasadennoù pouezus war dachenn ar gwiriañ goulevioù ha reizhiadoù. | Stanford University ; Tel Aviv University, Tel Aviv ; Weizmann Institute of Science, Rehovot ; Courant Institute of Mathematical Sciences, New York, NY | |
1997 | Douglas Engelbart | Endevout rakwelet hag awenet ar stlenneg etreoberiat, hag endevout ijinet ar c'halvezouriezhoù rekis evit e zegas da wir. | SRI International, Menlo Park, CA ; Tymshare, Cupertino, CA ; McDonnell Douglas, Berkeley, MO ; The Doug Engelbart Institute, Sebastopol, CA | |
1998 | Jim Gray | Degasadennoù diazez war dachenn ar stlennvonioù hag an treuzgreadoù ; bezañ bet e penn ar galvezourien o lakaas e pleustr. | IBM ; Microsoft | |
1999 | Fred Brooks | Degasadennoù hollbouezus da adeiladezh an urzhiataerioù, d'ar rezhiadoù korvoiñ, ha d'ar sevel meziantoù. | IBM ; University of North Carolina, Chapel Hill, NC | |
2000 | Andrew Yao | Degasadennoù diazez da zamkaniezh ar stlenneg, enni damkaniezh ar genel niveroù gaouzargouezhek, ar rinegouriezh ha kemplezhded ar c'hehentiñ. | Stanford University ; University of California, Berkeley ; Princeton University | |
2001 | Ole-Johan Dahl | Mennozhioù diazez a-zivout ar gouleviñ dre ergorennoù dre an aregoù Simula I ha Simula 67 (Simple universal language). | Norwegian Computing Center, Oslo ; Universitetet i Oslo | |
Kristen Nygaard | ||||
2002 | Ron Rivest | Lakaat ar rinegouriezh ankemparzhek, pe rinegouriezh dre alc'hwez foran, e pleustr dre o zreol RSA (Rivest-Shamir-Adleman). | MIT | |
Adi Shamir | ||||
Leonard Adleman | University of Southern California, Los Angeles, CA | |||
2003 | Alan Kay | Difraostañ meur a zachenn diazez evit ar gouleviñ dre ergorennoù, dre ren ar skipailh a aozas ar goulev Smalltalk, ha degasadennoù diazez war dachenn ar stlenneg personel. | University of Utah ; Palo Alto Research Center ; Stanford University ; Atari, New York ; Apple Inc., Cupertino, CA ; Walt Disney Imagineering, Glendale, CA ; Viewpoints Research Institute, Glendale, CA ; HP Labs, Palo Alto, CA | |
2004 | Vint Cerf | Difraostañ tachenn an etrekennaskañ rouedadoù, dre aozañ ha lakaat e pleustr ar c'homenadoù diazez TCP/IP. | University of California, Los Angeles ; Stanford University, Defense Advanced Research Projects Agency, Arlington County, VA ; MCI Communications, Washington, D.C. ; CNRI, Reston, VA ; Google | |
Bob Kahn | MIT ; [Bolt Beranek and Newman]], Cambridge, MA ; DARPA, CNRI | |||
2005 | Peter Naur | Degasadennoù diazez en aozañ aregoù gouleviñ ha termeniñ ALGOL 60 (ALGOrithmic Language), en aozañ kempunerioù, hag er gouleviñ dre vras. | Regnecentralen, København ; Københavns Universitet | |
2006 | Frances Allen | Difraostet he deus damkaniezh ha pleustr ar gwellekaat kalvezouriezhioù ar c'hempunerioù a gasas d'ar c'hempunerioù gwellekaer arnevez ha d'an erounezadur kenstur emgefreek. | IBM | |
2007 | Edmund M. Clarke | O ferzh en aozañ kalvezouriezhioù efedus-kenañ evit ar gwiriekaat patromoù, a zo bet degemeret gant hogozik holl c'hreanterezh ar periantoù hag ar meziantoù. | Harvard University ; Carnegie Mellon University | |
E. Allen Emerson | Harvard University ; University of Texas, Austin | |||
Joseph Sifakis | CNRS | |||
2008 | Barbara Liskov | Degasadennoù pleustrek ha damkaniel d'an aregoù gouleviñ ha d'an aozañ reizhiadoù, dreist-holl war dachenn ar roadennoù difetis, an heptreugañ chanadoù hag ar stlenneg dasparzhat. | MIT | |
2009 | Charles P. Thacker | Ijinañ ha fardañ Xerox Alto, ar c'hentañ urzhiataer personel (1973) ; degasadennoù da Ethernet hag d'ar Microsoft Tablet PC (2003). | PARC ; DEC ; Microsoft | |
2010 | Leslie Valiant | Degasadennoù pouezus da zamkaniezh ar riñverezh, enni damkaniezh ar Probably Approximately Correct learning (PAC ; un treol a "zesk" ditouroù nevez hogozik hep faziañ) ; da gemplezhded an ezrevelladurioù hag ar riñverezh aljebrek ; da zamkaniezh ar stlenneg kenstur ha dasparzhet. | Harvard University | |
2011 | Judea Pearl | Degasadennoù diazez d'an naouegezh alvezel dre ur riñverezh evit ar poellata tebek hag arbennek. | University of California, Los Angeles ; New Jersey Institute of Technology, Newark, NJ | |
2012 | Silvio Micali | Labour diazez war dachenn ar rinegouriezh ha hentennoù nevez evit gwiriekaat prouennoù matematikel e damkaniezh ar gemplezhded. | MIT | |
Shafi Goldwasser | MIT ; Weizmann Institute of Science | |||
2013 | Leslie Lamport | Degasadennoù diazez da zamkaniezh ha pleustr ar reizhiadoù dasparzhet ha kevezer, dreist-holl ijinadenn meizadoù evel an arbennelezh hag an horolajoù mezoniel, ar surentez hag ar riskl, SMR (State Machine Replication : dasparañ dafariaded ha kenurzhiañ an darempredoù etre an arvalien hag an eildafariaded), hag ar c'hevanien a-gemal. | Massachusetts Computer Associates, Wakefield, MA ; SRI International ; DEC ; Compaq, Harris County, TX ; Microsoft | |
2014 | Michael Stonebraker | Degasadennoù diazez d'ar meizadoù ha d'ar pleustroù a skor ar reizhiadoù stlennvon a-vremañ. | University of California, Berkeley ; MIT | |
2015 | Whitfield Diffie | Degasadennoù diazez d'ar rinegouriezh a-vremañ. O fennad For New Directions in Cryptography (1976) a zegasas mennozhioù ar rinegouriezh dre alc'hwez foran hag ar sinadurioù niverel, a skor ar braz eus komenadoù-surentez an Internet hiziv an deiz. | Stanford University | |
Martin Hellman | ||||
2016 | Tim Berners-Lee | Ijinañ ar World Wide Web, ar merdeer kentañ, ar c'homenadoù diazez hag an treolioù rekis evit ma'z afe ar Web en-dro. | CERN, Pariz ; MIT ; World Wide Web Consortium, Cambridge, MA | |
2017 | John L. Hennessy | Difraostañ en un doare reizhiadel ha kementadel tachenn an aozañ ha priziañ adeiladezhioù an urzhiataerioù, gant ul levezon bras ha padus war greanterezh ar c'horrgewerieroù. | Stanford University | |
David Patterson | University of California, Berkeley | |||
2018 | Yoshua Bengio | Araokadennoù meizadel ha kalvezoniel hag o deus troet ar reizhiadoù neuronel don (DNN, Deep Neural Networks) da elfennoù hollbouezus ar stlenneg. | Université de Montréal, Montréal ; McGill University, Montréal ; Institut québécois d’intelligence artificielle, Montréal | |
Geoffrey Hinton | University of Toronto ; University of California, San Diego, CA ; Carnegie Mellon University ; University College London, Londrez ; University of Edinburgh ; Google-AI | |||
Yann LeCun | University of Toronto ; Bell Labs ; Courant Institute of Mathematical Sciences, New York, NY ; New York University ; Meta-AI, New York | |||
2019 | Edwin Catmull | Degasadennoù diazez er stlenngevregañ e teir ment (3D), ha levezon divent ar c'halvezerezhioù-se war al lunerezh ganet dre urzhiataer (Computer-Generated Imagery, CGI) er filmaozañ ha war dachennoù all. | University of Utah]] ; Pixar, Emeryville, CA ; Walt Disney Animation Studios, Burbank, CA | |
Pat Hanrahan | Pixar ; Princeton University ; Stanford University | |||
2020 | Alfred Aho | Treolioù diazez hag an damkaniezh a skor keflouerañ an aregoù gouleviñ ; kendodiñ an disoc'h-se ha re tud all en o levrioù levezonus-tre hag a zeskas rummadoù stlennegourien. | Bell Labs ; Columbia University, New York, NY | |
Jeffrey Ullman | Bell Labs ; Princeton University ; Stanford University | |||
2021 | Jack Dongarra | Difraostañ tachenn an treolioù ha levraouegoù niverel hag a roas tro da veziantoù gourc'hefleunius da chom a-live gant araokadurioù argemmvac'hel ar periantoù a-hed pevar dekvloaziad. | Argonne National Laboratory, Lemont, IL ; Oak Ridge National Laboratory, Oak Ridge, TN ; University of Manchester, Manchester ; Texas A&M University, College Station, TX ; University of Tennessee, Knoxville, TN ; Rice University, Houston, TX | |
2022 | Robert Metcalfe | Ijinañ, skoueriekaat ha kenwerzhelañ Ethernet. | MIT ; Harvard University ; PARC ; University of Texas, Austin | |
2023 |
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (en) Bob Brown : Why there’s no Nobel Prize in Computing, NetworkWorld, 06 Meheven 2011
- ↑ (en) ACM : ACM's Turing Award Prize Raised to $1 Million
- ↑ (fr) (en) (br) Guy Étienne : Geriadur ar stlenneg, Preder, 1995 (ISBN 2-901383-14-9) — En-linenn
- ↑ (en) Maurice M. Wilkes, David J. Wheeler & Stanley Gill : The Preparation of Programs for an Electronic Digital Computer ; Reading, Massachussetts : Addison-Wesley, 1951 — En-linenn