Bridgetown
- Evit implijoù all, gwelet Bridgetown (disheñvelout).
Bridgetown eo kêr-benn ha kêr vrasañ Barbados, un enezenn dizalc'h eus an Antilhez. War aod mervent an enez emañ ha 96 578 a dud a oa o chom enni e 2006. Tro-dro 110 000 annezad a oa er veurgêr e 2014.
E-barzh parrez Saint Michael emañ. Diazezet e voe gant an drevadennerien vreizhveuriat e 1628. Adalek 1654 e voe anvet The Town of Saint Michael (kêr Sant Mikael). Ul lec'h touristel eo bremañ. He c'hreiz-kêr zo bet lakaet war roll ar glad bedel gant an UNESCO e 2011.
Gevelliñ
kemmañGevellet eo kêr-benn ar Barbadez gant :