Ar vonreizh (liester : bonreizhoù ; ger all : mammlezenn) a zo ur skrid ofisiel savet evit eztaoliñ mont-en-dro an ensavadurioù pennañ ar riez. Ur seurt teskad lezennoù pennañ eo a vez savet peurvuiañ gant un emvod bonreizhel. P'eo bet bet dilennet an emvod-se gant ar bobl e weler ar vonreizh evit asantet gant ar bobl, met a-wechoù e vez aozet ur referendom evit goulenn asant ar bobl war euun. Termenet e vez evel unan eus mamennoù ar Gwir en tiriad m'eo degemeret.

bonreizh
Iskevrennad eusstatute, sources of law, authorizing legislation, constitutional document, framm Kemmañ
Studiet gantconstitutional history Kemmañ

Endalc'h ar vonreizh

kemmañ

Pal pennañ ar vonreizh a zo deskrivañ roll an emvodoù pennañ ar riez ha roll an dud veur a zo roet galloudoù arbennik. Hervez an diforc'hioù graet gant Montesquieu e c'heller rannañ organoù ar galloùdoù e teir rann :

  • Rann al lezennaz (ar galloud-lezennad), enni an emvod pe an emvodoù dilennet a zo o c'harg sevel al lezennoù ha votiñ anezho evit emvodoù zo.
  • Rann an oberidigezh (ar galloud-oberiañ), enni ar melestradurezh karget da lakaat al lezennoù e pleustr ha kemer divizoù war ren aferioù ar riez. E penn an oberidigezh e kaver ar gouarnamant renet gant ur Ministr kentañ dindan penn ar riez (ur prezidant pe ur rieg) pe ur prezidant harpet gant un nebeud tud karget gant kefridi vras (renad ar prezidant).
  • Rann ar barn (ar galloud-barn), enni al lezioù-barn a c'hell gwiriekaat m'eo bet pleustret mat al lezennoù koulz gant pennoù uhel ar riez ha gant annezidi ar vro.