Öland
Öland zo un enezenn svedat er Mor Baltel. Un enezenn vras eo, war-hed 6 km diouzh aod Sveden, e kontelezh Kalmar. Staget eo ouzh an douar-bras gant ur pont 6100 metr hed, abaoe 1972. Borgholm eo ar gêr bennañ.
Klouar a-walc’h eo an hin war an enez, darempredet stank gant an douristed. Enskrivet eo bet douaroù su an enezenn war roll glad bedel an UNESCO, eno e weler kalz milinoù-avel. Brudet eo an enez ivez evit he dismantroù eus mare ar Vikinged : mein-sav, bezioù, kreñvlec’hioù…