Saozneg
Ar saozneg (English) zo ur yezh c'hermanek hag a zeu a Vro-Saoz. Hennezh eo yezh pe unan a yezhoù meur a vro, da gentañ-penn hini ar Rouantelezh Unanet hag he zrevadennoù a-wezharall, en o mesk Stadoù-Unanet Amerika, Iwerzhon, Kanada, Aostralia, ha Zeland-Nevez. Ar saozneg zo unan ag ar yezhoù a vez kaozeet ar muiañ er bed.
Saozneg (English) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Rouantelezh Unanet, SUA, Kanada, Aostralia, Iwerzhon, Zeland-Nevez, Liberia, India ha dre ar bed a-bezh evel eil yezh |
Rannved : | Europa, Norzhamerika, Aostralia |
Komzet gant : | 380 000 000 evel yezh kentañ |
Renkadur : | 3 |
Familh-yezh : | Yezhoù indezeuropek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | dre lezenn: Aostralia, Belize, Liberia, Zeland-Nevez ha meur a vro all eus ar c'hCommonwealth; kenofisiel: Kanada, Iwerzhon, India, Filipinez, Suafrika, Unaniezh Europa; |
Akademiezh : | - |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | en |
ISO 639-2 | eng |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | ENG |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Levezon ar saozneg
Edan levezon ar saozneg ez eus e-leizh a yezhoù arall, e tachennoù pouezus hiniv an deiz, da skouer en informatik hag en darempredoù a-bell, en armerzh. Ouzhpenn evit kement-se emañ deuet da vout pouezus-bras er bed, da gentañ a-gaoz da c'halloud an impalaeriezh saoz a-wezharall, ha surtout a-gaoz da c'halloud armerzh hag arme ar Stadoù Unanet. Ken pouezus emañ deuet da vout, mard eo ar yezh vrasañ en darempredoù etrebroadel, hag eilvet yezh ofisiel ur bochad broioù.
Emdroadur ar yezh
Ar saozneg zo ur yezh c'hermanek hag a zo bet edan levezon ar galleg e meur a goulz. Al levezon-se a vez gwelet dre gaozioù hag a zo bet amprestet (déjà vu pe rendez-vous, div droienn c'hallek hag a vez implijet e saozneg) hag en ur bochad gerioù a zo savet diwar ur wrizienn latin c'hoazh ivez. Ar gerioù-se a zo deuet a-barzh ar saozneg dre e zarempredoù gant ar galleg: a-gaoz d'an dra-se emaint tostik-tra, er skritur, ouzh ar ger kar. Ar gerioù-se a vez kavet er saozneg a-c'houde ker pell, ma ne sella ket mui an Anglizien oute evel ouzh kaozioù gallek. Da skouer: difference, introduction, village, pure.
Rannyezhoù
- Saozneg Norzh
- Saozneg Sud
- Saozneg Kornôg Midlands
- Saozneg Reter Midlands
- Saozneg West Country
Gerioù
- ul levr saoznek a zo ul levr skrivet e saozneg.
- saoznekaat a zo lakaat saoznekoc'h, pe e saozneg.
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |