Margaret Thatcher : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: pnb:مارگریٹ تھیچر |
renkañ titloù |

(22 stumm da c'hortoz gant 12 implijer kuzhet.) | |||
Linenn 1:

'''Margaret Thatcher''' (anv ganedigezh: ''Margaret Hilda Roberts'') a zo bet ganet d'an [[
Politikourez ha den-Stad [[Breizh-Veur|Breizhveuriat]].
[[Kentañ Ministr ar Rouantelezh-Unanet|Maodiernez kentañ
== Biografiezh ==
=== He familh ===
Margaret Hilda Thatcher, bet ganet Margaret Roberts d'an 13 a viz [[Here]] [[1925]] e Grantham ([[Bro-Saoz]]) ha marvet d'an 8 a viz [[Ebrel]] [[2013]] e [[Londrez]] ([[Bro-Saoz]]) a oa ur bolitikourez [[breizhveuriat]]. Bet e oa ministrez kentañ [[Breizh-Veur]] adalek ar 4 a viz [[Mae]] [[1979]] betek ar 28 a viz [[Here]] [[1990]]. He zad a oa ispiser hag he mamm kemenerez. Dimeziñ a reas gant Denis Thatcher ([[1915]]-[[2003]]), un industriour eus [[Bro-Gembre]], e [[1951]]. Gevelled o doa bet e [[1953]], ur plac'h anvet Carol hag ur paotr anvet Mark.
=== Studioù ===
C'hoant he deus bet buan da doullañ he hent e bed ar politikerezh. He barregezhioù o deus kaset anezhi da [[skol-veur Oxford]] e-lec'h he deus graet studioù war ar gimiezh, he barregezhioù politikel o tont war wel e-kerzh he studioù : Dont a reas da vezañ ar plac'h kentañ o vezañ prezidantez Kevredigezh Studierien Virour [[skol-veur Oxford]].
== Hentad politikel ==
E penn-kentañ he hentad politikel, e [[1950]] e klaskas bezañ dilennet er [[parlamant]], met ur c'hwitadenn e voe, daoust ma tapas kalz mouezhioù. E [[1959]] e klaskas adarre hag e c’hounezas, ur sez a voe tapet ganti e-mesk ar [[Strollad Mirour (R.U.)|strollad mirour]]. Sekretourez Stad war an [[deskadurezh]] hag ar skiantoù e voe e-barzh ar gouarnamant Heath, etre [[1970]] ha [[1974]]. E miz [[c'hwevrer]] [[1975]] e voe dilennet evit ren ar [[Strollad Mirour (R.U.)|strollad mirour]].
=== Ministrez kentañ ===
Margaret Tchatcher a gasas ar [[Strollad Mirour (R.U.)|strollad miro]]<nowiki/>ur d'an trec’h e-pad dilennadegoù [[1979]].Dont a reas da vezañ ministrez kentañ ar [[Rouantelezh-Unanet]], hag ar vaouez kentañ o vezañ ministrez kentañ ar vro. Pa erruas e penn ar Stad e lakaas e plas ur bern adreizhoù radikal, ’blam da gement-se e voe lesanvet "an Itron Houarn". E-pad ar mare-se he doa ar [[Rouantelezh-Unanet]] kudennoù ekonomikel, ar feur kreskiñ ne oa nemet eus 2,8%, hag ar broioù a dro-war-dro o doa kalz a lañs warni. Neuze e lakaas Margaret Tchatcher e pleustr adreizhoù evel digresk an tailhoù evit an embregerezhioù, gwerzhañ embregerezhioù publik pe izelaat budjed an dispignoù sokial evel an [[deskadurezh]] da skouer. Ar c'hwezhadur ekonomikel a digreskas met kreskiñ a reas ar feur dilabour ha kregiñ a reas Margaret Tchatcher gant ur c’hoari plegañ pognez a-enep ar [[Sindikad|sindikadoù]].
War an dachenn etrebroadel e tifennas interestoù ar [[Rouantelezh-Unanet]], da skouer he doa disfiz bras ouzh ar [[Unaniezh Europa|CEE (Kumuniezh Ekonomikel European, anvet bremañ Unaniezh Europa)]]. E [[1982]] e krogas ur brezel a-enep [[Arc'hantina|Arc’hantina]], bet anvet "[[Brezel an Inizi Maloù]]". Trec’het e voe arme [[Arc'hantina|Arc’hantina]] dindan [[tri]] mizvezh (etre miz [[Ebrel]] ha miz Even [[1982]]). En Iwerzhon an Norzh e savas a-enep krenn strollad an I.R.A (Arme Republikan Iwerzhon). Ha chom a reas a-du evit derc’hel an emglevioù gant ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]].<ref>[https://www.lemonde.fr/europe/article/2013/04/08/margaret-thatcher-la-dame-de-fer_1810460_3214.html Margaret Thatcher, portrait de la Dame de fer], Le Monde, 8 a viz Ebrel 2013.</ref>
An thatcherouriezh eo an hollad politikourezhioù bet divizet gant Margaret Tchatcher.
=== Fin he hentad politikel ===
Margaret Thatcher a roas he dilez diouzh he fost kentañ ministrez e [[1990]], deuet e oa brud fall dezhi hag ul lodenn eus he strollad politikel ne oa ket a-du ganti ken. Met e [[1992]] e voe titlet baronez gant ar rouanez, neuze e sezas e Kambr al Lorded (unan eus kambroù parlamant Breizh-Veur).
=== Bilañs ar thatcherouriezh ===
Margaret Thatcher a voe unan eus ar bolitikourien o deus roet e anv d'ur seurt politikerezh, ar thatcherouriezh. Pa guitaas ar galloud e laoskas un ekonomiezh kalz yac'hoc'h eget hini ar vro pa oa erruet. Met he bilañs sokial ne oa ket mat, he enebourien o lâret n’he doa ket arc’hantaouet a-walc'h ar gennad publik. Kreskiñ a reas an dizingalderioù er vro pa oa-hi kentañ ministrez.
{| cellpadding="2" border="2" align="center"

| width="30%" align="center" | En he raok:
'''[[James Callaghan]]'''
| width="40%" align="center" | '''[[:Rummad:Kentañ Ministred ar Rouantelezh-Unanet|Kentañ Ministrez ar
Rouantelezh Unanet]]
[[Restr:Flag of the United Kingdom.svg|40px]]
[[Mae]] [[1979]] – [[Du]] [[1990]]'''
| width="30%" align="center" | War he lerc'h:
'''[[John Major]]'''

== Mammennoù ==

1.[https://www.lexpress.fr/economie/comment-margaret-thatcher-a-marque-l-economie-et-la-societe-britannique_1430365.html L'express, Comment Margaret Thatcher a marqué l'économie britannique]
2.[https://www.britannica.com/biography/Margaret-Thatcher Margaret Thatcher prime minister of United Kingdom]
4.[https://www.universalis-edu.com/1/encyclopedie/thatcher-margaret-1925-2013 THATCHER, Margaret (1925-2013)]{{DEFAULTSORT:Thatcher, Margaret}}
[[Rummad:Ganedigezhioù 1925]]
[[Rummad:Marvioù 2013]]
[[Rummad:Politikourien Breizh-Veur]]
[[Rummad:Kentañ Ministred ar Rouantelezh-Unanet]]
[[Rummad:Politikourezed]]