Su : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot ouzhpennet: new:दक्षिण |
Rescuing 1 sources and tagging 0 as dead.) #IABot (v2.0.9.2 |
||
(44 stumm da c'hortoz gant 22 implijer kuzhet.) | |||
Linenn 1:
[[Restr:Compassbzh.jpg|thumb|250px|right|Rod an Avelioù]]
Ar '''Su''' a zo unan eus ar [[pevar avel]] ha merket eo war an [[nadoz-vor]]. En tu kontrol d'an [[Norzh]] emañ hag e ra ankloù skouer gant ar [[Kornôg|C'hornôg]] hag ar [[Reter]].
==Kreisteiz==
Ar '''C'hreisteiz''' a vez lavaret anezhañ ivez, diwar lec'hiadur an Heol d'an eur a greisteiz, met kement-mañ n'eo gwir, evit a sell an douaroniezh, nemet en [[hantervoul norzh|hantervoul an Norzh]], ha dreist-holl a-us [[Trovan|Trovan ar C'hrank]]<ref>[[Geriadur brezhoneg An Here]], p. 794a.</ref>: en [[hantervoul su|hantervoul ar su]] emañ an Heol en norzh da greisteiz.
Dre ur [[reolenn]] voutin e vez kempennet ar [[kartenn|c'hartennoù]] evit ma vo d'an traoñ lodenn su an diriad a weler treset warno.
Emañ ar "Su douaroniel" e penn traoñ an ahel ma'z
Emañ ar "Su gwarellek" (pe vagnetek) e poent
Implijet e vez an termen Su evit menegiñ takadoù bras ha bihan hag a zo gwelet er Su gant an arseller. Dre hollegezh e vez termenet evel broioù ar C'hreisteiz ar re a zo e Su Norzhamerika hag Europa : alies ec'h intenter evel-se ez eus diforc'hioù e-keñver araokadur ar galvezoniezh. An darn vrasañ eus broioù ar Su a vez kavet en [[hemisferenn su]].
Evel pep tu eus [[rod an avelioù]] e c'hell ar ger Su bezañ un [[anv]], un [[anv-gwan]] hag un [[adverb]], an daou ziwezhañ gant un [[s (lizherenn)|s]] bihan.
==Dehou==
A-wechoù e vez lavaret "[[dehou]]" eus ar su, evel en droienn ''ar mor dehou'', a gaver e korn-bro [[ar C'hab]] hag [[Enez-Sun]] dreist-holl<ref>''Ar mor dehou, trapenn emañ en tu dehou d'an enez Sun'', Geriadur brezhoneg Douarnenez, levrenn "Amzer, avel ha mor", p. 44-45, [[Per Denez]], 1981, [[Mouladurioù Hor Yezh]].</ref>.
E [[kembraeg]] ivez e talv ar ger ''de'' kement ha ''dehou'' (enebet ouzh ''chwith'') ha kement ha ''kreisteiz'' (enebet ouzh ''gogledd'' neuze), hag an eilstumm ''deau'' zo kement ha ''dehou'' ivez. Ar ger-se eo a gaver en anv [[Deheubarth]] (''Dehoubarzh'' e brezhoneg, da lavarout eo ''parzh an dehou'', pe ''tolead ar c'hreisteiz'').
== Liammoù diavaez ==
{{fr}} Pelec'h emañ an Heol da greisteiz e pep lec'h war an Douar? [https://web.archive.org/web/20100218084931/http://www.sciences.univ-nantes.fr/physique/perso/gtulloue/Soleil/Mouvement/Jour_nuit.html Skol-veur Naoned (e galleg)]
==Notennoù ha daveennoù==
<references/>
[[
[[
[[Rummad:Kartennouriezh]]
[[
|